Dalc’het e vo XIVvet Kendalc’h Etrebroadel ar Studioù Keltiek etre ar 1añ hag ar 5 a viz Eost 2011 e Skol-Veur Vroadel Iwerzhon e Maigh Nuad.
Bep pevar bloaz e vez dalc’het Kendalc’h Etrebroadel ar Studioù Keltiek, anezhañ ar brasañ bodadeg skolveuridi war an danvez-se. Desachañ a ra tud hag a gas o c’hlaskerezh war lies tachenn eus ar Studioù Keltiek. Kaset e vo ar Pevarzekvet Kendalc’h en-dro gant meur a skol-veur ha meur a aozadur sevenadurel eus bro Dulenn, dindan gwarez Skol ar Studioù Keltiek, Dublin Institute for Advances Studies.
E-pad ar C’hendalc’h e vo klevet prezegennoù diwar-benn ar c’hultur hag ar sevenadur keltiek, adal an amzerioù koshañ betek an deiz hiriv. E-mesk an danvez studi bet e-kreiz ar gaoz er c’hendalc’hioù tremenet e kaver yezh ha lennegezh ar Grenn-Amzer, yezh ha lennegezh vodern, mojennerezh, arkeologiezh, istor, folklor, arzoù ha sonerezh. Gant al ledan ma ’z eo danvez ar C’hendalc’h, ez eo un emgav dedennus ha pouezus evit an dud a labour war tachennoù klaskerezh all hag a zegouezh dezho en em gavout war bevennoù bed ar Studioù Keltiek.
Ouzhpenn ar prezegennoù skolveuriek e vo kaset en-dro ur program klok a abadennoù liesseurt, en o zouez troiadoù gweladenniñ, banneoù a enor hag abadennoù sevenadurel. Diskouezadegoù a vo ivez e-pad ar C’hendalc’h.
Nep piv bennak a zo dedennet gant ar Studioù Keltiek a c’hell dont da vezañ ezel eus ar C’hendalc’h. Deuet mat e vo dreist-holl ar skolveuridi yaouank hag an dud n’int ket bet biskoazh en ur C’hendalc’h Keltiek Etrebroadel.
Emañ an deizioù enskrivañ war al lec’hienn-mañ, ha titouroù nevez evit a sell enskrivañ ha prezegenniñ er C’hendalc’h a vo lakaet ingal war homañ. E c’hellit ivez lakaat hoc’h anv war ar roll koumanantiñ d’ar posteloù kelaouiñ a vo kavet enno kement keloù nevez da zont diwar-benn ar C’hendalc’h, dre gas ur postel goullo da This e-mail address is being protected from spambots. You need JavaScript enabled to view it .
Skol-Veur Maigh Nuad zo ur 24 c’hilometr bennak er c’hornôg da zDulenn. Krouet e oa bet e 1795, sed ez eo an eil goshañ en Iwerzhon, ha meur a savadur istorel a zo war he c’hampus. Aes-tre eo mont ha dont etre Maigh Nuad ha Dulenn gant an tren, an hentoù pe ar busoù. Bod a vo kinniget er skol-veur da berzhidi ar C’hendalc’h. Neb en deus c’hoant da emezelañ a zo aliet da enskrivañ abred, kement ha gallout kaout bod war ar c’hampus ha frejoù enskrivañ gwelloc’h marc’had.
Titouroù all diwar-benn ar C’hendalc’h ha keleier fresk a vo lakaet c’hoazh war al lec’hienn-mañ.
Ur blijadur e vo deomp ho tegemer er C’hendalc’h.















